Nann, n’en doa ket kollet e benn ; e ene avad en doa hanter-gollet dre e laeronsi.
Mont a ra rag-eeun d’an ti kenta a gav dirazan ; goulenn a ra, en hano Doue, eur banne dour da eva.
En ti-ze e oa ostaleri. N’eus forz, e Ploueskat, ez eus kalon vad e-touez an dud, dreist-holl pa c’houlenner en hano Doue. An ostizez a lezas e ostizien da zervicha evit rei eur banne dour da Ber, rak gwelet a rea n’edo ket an traou a-du gantan, hep gouzout evelato e pelec’h edo e c’hlaz.
A-vec’h m’en doa Per evet eul lonkad dour hepken, ma voe klevet o termal ha, ker buan all, o tisteurel, evel pa vije roet d’ezan eul louzou eus ar re grenva. Krial a ra, kas a ra e zourn d’e c’hinou, dua a ra, dispourbella a ra e zaoulagad en e benn… Tud an ti a vod en-dro d’ezan ; kaout a ra d’ezo eman o vont da vervel, rak pizennet eo ar c’houezenn war e dal, ha bec’h en deus o tenna e alan… Evelato, a-benn eur pennad, e torr warnezan hag e c’hell kaozeal,
— C'houi, n’eo ket dour hoc’h eus roet d’in-me da eva, emezan en eur ouela, gwinegr eo.
— Petra ’leverez, Per, gwinegr eo ? Eus ar pod-dour em eus diskarget eur banne d’it, hag ar podad dour-man a zo bet kerc’het, n’eus ket eun heur c’hoaz, eus ar feunteun ; ha me ’gred, ar feunteun-ze n’eo ket gwinegr eo a red anezi.
— Pa lavaran d’eoc’h, eme Ber oc’h eugi. Bremaïk edo an tan em ginou hag e toull va gouzoug hepken, ha breman, gant ho panne gwinegr-c’houi, eo diskennet em stomok hag em c’hof zoken. Devi a ra an diabarz ac’hanon… Oh ! va Doue, nag a boan am eus-me !… Mont a ran d’ar gear.