— Krouadur, en nenv ez eus unan bennak ha n’eo ket aviz ac’hanoc’h.
Per ne respontas grik. Trei a reas ouz ar c’hleuz ha, buana ma c’helle, e kerzas gant e hent. Ne oufen ket lavaret d’eoc’h petra a zo breman en e spered, ar pez a zo gwir eo e oa savet ar gwad d’e benn evel ma sav da benn ar re o deus mez.
P’en em gavas e Pont-an-Traon, e chomas a-zav, souezet, spontet zoken. Eno, evel a ouzoc’h, en doa prenet digant Kolaïg Leskonnek kouignou hag a oa deuet da drei e kabellou-touseg. Mad, chomet e oant eno ivez o-daouzek, c’houec’h a bep tu d’an hent bras ha daou baz etre pep-hini. N’oa ket a-walc’h c’hoaz kement-se : war bep-hini eus ar c’habellou-touseg e oa breman eur pez arc’hant, henvel-poch ouz ar re en doa en e c’hodell, ha daoulagad an hini a oa merket war ar pez arc’hant a oa war ar c’habellou-touseg, a lugerne war-zu ennan, evel daou gef-tan ruz.
En dro-man e krogas, evit mad, aon e Per. N’eus forz d’ezan pe du sellet, ne wel nemet kabellou-touseg, ha warnezo daoulagad ruz o lugerni warnan. Krena a ra…. N’eo ket evit mont war e giz, rak sonj a deu d’ezan breman, en eun taol, er gwall draou a zo c’hoarvezet gantan e Ploueskat ; n’eo ket evit mont nag a-gleiz nag a-zehou, rak an daouzek kabell-touseg, gant o feziou arc’hant lugernus, a zo c’houec’h a bep tu d’ezan ; n’eo ket evit chom e-kreiz an hent kennebeut, rak daoulagad ruz ar peziou arc’hant a zev anezan. Petra ’raio ivez ’ta Per ?… Kemer a ra eun tamm penn-herr, hag e sav d’ar c’haloup war-zu ar C'hrinou. A-raok m’oa savet d’an nec’h ’oa deuet ar berr-alan d’ezan : chom a rankas da ehana. Distrei a reas da zellet war e giz, gant aon na vije deuet ar c’habellou-touseg d’e heul… Nann, n’oant ket deuet ; chomet e oant el lec’h m’edont a-raok, mes troet e oant, avad, o-daouzek, da zellet outan gant o daoulagad a dan.