Per a zavas e zaoulagad da zellet ouz ar zant hag, o welet peger madelezus, peger karantezus e oa an ear anezan, a zantas e galon evel o teuzi en e greiz, hag a respontas en eur ouela :
— Pec’hi am eus great en eur gemeret madou va nesa ; n’eus pardon ebet evidon.
— Eo, va mab, pardon a zo evit pep pec’hed, gant ma vezo kofeseat ha bet keuz d’ezan.
— Nann, evidon-me n’eus ket. Sellit, den koz, ha na welit-hu ket aze o neun war-c’horre an dour ar peziou arc’hant am eus laeret, hag o daoulagad o lugerni warnon ? Gwelet a rit ne deont ket d’ar goueled, na gant an dour kennebeut ; ne reont nemet troïdellat an eil pez war-lerc’h egile, evel pa o defe c’hoant da lammet er-meaz ha d’am jacha en dour ganto.
— N’eus forz ! keuz hoc’h eus e gwirionez d’ho pec’hed hag hen anzao a rit ?
— Ya, keuz am eus d’am fec’hed, Doue hepken a oar pegement ; hag hen anzao a rankan, pa ’z eo gwir e teu beteg al laboused bihan zoken da lavaret d’in n’oun nemet eul laer. Evelato, me ’gave d’in e oa va fec’hed hanter-bardonet pa ’z eo gwir den n’en doa va gwelet, mes e feson an dra-ze n’eo ket gwir.
— Mad ! Pa hoc’h eus keuz er c’hiz-ze d’ho pec’hed, ha p’hen anzavit ken didroell, me, en hano an Aotrou Doue, a ro d’eoc’h ar pardon hag an distôl anezan. Hag evit diskouez d’eoc’h ez eo gwir ar pez a lavaran, ez an da gas da oueled ar ganol ar peziou arc’hant a welit o neun war-c’horre an dour ha na ehanont da lugerni ouzoc’h.
Ker buan sant Gwevrog a zoublas, a grogas en eun dournad treaz hag hen taolas er ganol, ha ker buan all ivez ar peziou arc’hant, a oa war-c’horre an dour, a yeas holl n’oun dare da belec’h, Eur zutadenn hepken a voe klevet, pa oant o vont kuit.