Sant Gwevrog a oa c’hoaz o kentelia Per, pa deuas seiz heur da zon e bourk Ploueskat. D’an heur-ze eo ez a Biel ar c’hloc’her da zon an Angelus.
— Evit trugarekaat Doue hag ar Werc’hez Vari, e vamm binniget, eme ar zant, da veza ho tistroet diwar an hent fall, en em daoulinomp aman hon-daou, va bugel, hag, a-greiz hor c’halon, lavaromp an Angelus.
Per, dizammet eus e bec’hejou ha troet ouz Doue, a zaoulinas kalonek, kroazet e zaouarn. Sant Gwevrog, daoulinet en e gichen war an treaz, a zav e zourn dehou d’e dal evit ober sin ar groaz. A-vec’h m’en doa lavaret : In nomine patris, ma voe klevet o tont en eur youc’hal, en eur bec’hi ken a dregerne an aod gantan, adalek Milin-ar-Gall betek Tour-ar-C’hernig, an aotrou barvek a oa gant e varc’h du e gwaremm ar C'huiok. Ker buan ez a, ma weler nemet e zaoulagad o vervi en e benn evel daou gef-tan, ha luc’hed en-dro d’ezan. Krena a ra an douar a-zindan treid e varc’h ; mont a ra a benn-herr war-zu ar ganol, el lec’h m’en doa Per taolet e arc’hant, lammet a ra enni, loen hag all… An dour a strinkas a dro-war-dro, hag ar ganol a vervas evel ma verv an dour pa vez soubet ennan eur c’hef-tan pe eun houarn ruz bennak. Eur poufad moged teo a zavas en ear hag a zigasas an noz-du en eun taol : a-vec’h e weled pal an dourn. Ker buan e santjod an douar o krena hag e klevjod ar reier o frailha, o terri, o rigougnat an eil roc’h ouz eben, evel pa vije deuet holl diaoulou an ifern, gant o morzoliou pounner hag o linveriou [1] dir kalet, da veza tennerien mein en aod ar C'hernig.
Per ar C'hrafer a gren evel eur bern deliou. Krena a ra, rak aon en deus na ve an diaoul oc’h esa her samma gantan.
- ↑ — Linver, levier.