Lan-Mari Inisan [1] a oa ganet d’an tri war-nugent a viz du 1826 e parrez Gwinevez-Lokrist, e maner Lanzeon.
Lanzeon, hirio, a zo eur geriadenn, savet war eun dorgennig, eur c’hard-leo en tu all da Lokrist-an-Izelvet, tost da aod Kernig. Ti an Inisaned, deuet da veza breman eun ti henvel ouz an holl tiegeziou diwar ar meaz, a oa gwechall doare eur maner anezan, gant e vein-benerez hag e deir douribell. Adaleg ar XVIet kantved da nebeuta, an Inisaned a veve eno, an eil rumm war-lerc’h egile. Ha tuchentil e oant ? An aotrou Paol de Courcy, unan eus desketa skrivagnerien hor Bro, a skrive, eun dervez, da Lan Inisan, « e c’hellfe beza e familh eus an noblans rak Guy ar Borgn, en e leor Armorial Breton (1667), en doa livet ardameziou an Inisaned, eur skoued aour ha, warnan, eur roudenn ruz gant teir gwalennig ruz, renket, diou en nec’h, hag unan-en traon ».
Ma na oant ket tuchentil, e oant da vihana tud a feiz ha gwir Vreiziz. Er paperiou koz (ha, siouaz ! evel ma lavar Lan Inisan e-unan, eur c’halz a baperiou koz Lanzeon a zo bet kollet dre leziregez, pe gwerzet zoken d’ar bilhaouerien pe d’eur c’hemener bennak a walenne e vezer ganto), − e kaver hano, e familh Lanzeon a rumm da rumm, pe eus eul leanez pe eus eur beleg. Renea Inisan a
- ↑ — En eur pennad dourn-skrid, an abad Inisan a ra d’eomp da anaout en deus atao Inisaned Lanzeon skrivet o hano, adalek 1587, gant eun S ha neket gant eur Z.