Pajenn:Jezegou - An teir nezerez Ar Vro, 1906.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —


An teir Nezerez


————


Gwechall, e peb tiegez, e vije lakeat kalz a lin, ha meur a hini a veve deuz an inkin hag ar c’har-neza.

Hogen, en amzeriou-ze eur vamm he devoa eur verc’h iaouank ha ne felle d’ezhi morse neza. Kaër oa gourdrouz, van ebet na rea. Hag he mamm, eun devez, egaret net, a en em lakeaz da skei ganthi. Ar plac’h iaouank a lenve forz hag a grie.

D’ar mare-ze, ar Rouanez en em gavaz da dremen. O klevet lenv, e teuaz en ti, hag a c’houlennaz digant ar vamın perag e skoe gant he bugel.

Ar vamm, mez ganthi o lavaret e oa feneant he merc’h, a droaz ar grampoezen. « Perag ? emezhi, rouanez paour ! An dra-ze zo eun druez, seit. N’oun tamm, esaet à meuz, miret ouz va merc’h da neza ha da neza c’hoaz. Ha me, n’oun ket pinvidik awallac’h, Rouanez kez, da brena d’ezhi kement-se a lin.

— Ah ! eme ar Rouanez, me gar kalz ar re a nez buan. Bea meuz eur blijadur dispar o welet an inkin hag o klevet ar c’har neza o vont en dro. Roit d’in ho merc’h. M’he c’hasso d’am c’hastell. Eno e kavo nezerezed all hag e c’hello ober neud ar pez a garo.

Ar vamm ne c’houlenne ket gwelloc’h, hag ar Rouanez a gassas dustu ganthi ar plac’h iaouank.

—o—

En eur zigoueout er maner, ar Rouanez a ziskuezaz d’ezhi teir gamb bourr-sank a lin. « Allo ! eme ar Rouanez, ma teuez a-benn da neza an dra-ze oll, e roin d’id va mab da bried. N’out ket pinvidik, mez da labour a dalvezo d’it da argoulou. »

—o—

Ar plac’h iaouank a oa nec’het maro. Morse, ha pa dije bevet kant vloaz, ne vije deut a-benn da neza ar bern lin-ze.

Pa’z eaz ar Rouanez diouthi, en em daolaz da lenva hag e chommaz tri devez heb labourat an disterra.

D’an trede devez, ar Rouanez a zigouezaz hag a jommaz mantret o welet n’oa c’hoaz great netra.

— Ah ! Rouanez, eme ar plac’h iaouank, va c’halon zo bruzunet gant an anken. Glac’har a meuz d’am mam, ha na meuz ket a nerz da gregi em c’hegel.