Pajenn:Jezegou - Ar Blouzen Ed-du. Ar Vro, 1906.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —


Ar blouzen ed-du


————


Kemerit da bried an dosta d’ho kaloun
Sellit euz ar furnez, list ar madou difoun.

Louizik ar Skao, oa eur plac’hik iaouank deuz ar re goanta. Drant he daoulagad, blin he muzellou, livet kaër he diou chod : ar beren a oa meür.

Aboue he c’havel koulz lavaret, Pierrik Ar Rouz anaveze Louizik. Bet oant, ouspenn eur veach, o tiouall ar zaout asamblez ha meur a veach o c’hoari tiegesik. Pierik hen doa, brema, eur bloaz var-n’ugent. Daoulagad en e benn hag a verve, bleo melen ; eur paotr oa deuz ar muia fetis.

An daou zen iaouank en em vele aliez.

Avechou, pa ziguezent an eil gant egile, Louizik a roe he dorn da Berik. Ha dorn ha dorn e kerzent, heb lavaret koulz netra. Rak muioc’h kozeüz n’e ket ar garantez vraz eget an dristidigez.

Eun devez evelkent, Pierik a lavaraz : « Louizik ma mignonez, me meuz gwelet er mintin-ma ar goulm o klask blaench d’ober he neiz. »

Edont o tont deuz pardoun Guennili. En dro d’ezho, al lapoused a gane, ar bokedou a daole var ho hent a bep seurt c’houez mad hag er ster vraz, an dour a hirvoude, evel pa vije bet o kana eur sonik a garantez.

Louizik a blegaz he fenn, ha Pierrik a lavaraz c’hoaz : « N’ho peuz ket gwelet er mintin-ma, ar voualc’h beg melen, o c’hournijal deuz eur voden halek d’heben o klask eur barez ? En dro-ma, e savaz he daoulagad da zellet euz he mignon. Pierrik a respountaz : « Mar d’oc’h kountant, varc’hoaz me ielo beteg du-se evit goulen digant ho tad hag ho mamm beza ho pried. »