Pajenn:Jezegou - Ar Blouzen Ed-du. Ar Vro, 1906.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —


— Oh ! avad. emezhi, ne ouzoun ket kalz gant petra oun klanv. Hag hi da c’hueza c’hoaz. Mez an aneval a deue dre an traon, goasoc’h eget biskoaz.

— Dampred e vo ! emezhi d’he goaz, deuz da c’hueza ’n tan. Evidon-me, n’oun ket evit en ober.

— Ah ! bah, neuze zur.

Hag an ozac’h er meaz. Tapout a ra eun dornad plous gwen deuz ar gwele ha lakaat an tan ennho.

— Va Doue ! a lavare ar c’hreg, an oaled a zo sorset.

— Sorset awallac’h, zur. Innosantez !

Hag an ozac’h lakaat ar c’holo a zindan ar blenchou ha koummanz da c’hueza. E traou e gein, oa klevet eun trouz evel pa vije bet e vragez o frega. Ken lostek ec’h en em gavaz ma n’oa ket e c’hreg miret da c’hoarzin.

— Diodez ! emezan, peadra a zo da c’hoarzin, ne velez ket e renk beza Paolik puchet var an oaled. Deomp aneuze d’ar bourk, da gerc’hat an Aotrou persoun. Red mad e vo stolia ar fornikez.

An Aotrou persoun oa koz dija. Eur gurunen bleo gwen a rea, a zindan he dok, eur c’helc’h arc’hant, karet a rea e barisioniz ha karet oa gantho. Meur a dra hen doa gwelet ha klevet epad e vuez hir.

— Va Doue, Aotrou persoun, eme an ozac’h, du-ma e tiguez eun dra drol.

Hag hen kounta ar pez oa eruet gantan, gant e c’hreg hag he verc’h oc’h esa c’hueza ’n tan.

An Aotrou Persoun n’oa ket evit miret d’ober goab.

— Mad, emezan biskoaz, kement all. Mezaon e moc’h o vond diod oll du-ze ?

— Nann, re vir eo ar pez a lavaran, Aotrou persoun.

— Mad, me ’zo ’vont, dustu da velet.

Pa zigwezaz an Aotrou persoun en ti, e kavaz ar vamm hag ar verc’h ho fenn harpet en daol hag o wela.

— Assa, emezhan, petra zo ’nevez ama. N’oc’h ket evit c’hueza an tan ? Gortozit, me zo ’vont d’ober an dra-ze.

Hag hen, teuler he levr hag e dok var an daol, ha klucha var an oaled. Lakat a reaz bodou lann zec’h er fornigel ha blenchou bihan var gorre.

— Allo ! emezan, gant an dra-ze brema, e vo tan.

Hag hen tenna eun alumetezen, lakaat anezhi dindan al lann ha kommans da c’hueza, da c’hueza ha da c’hueza. Mez bep tro, ec’h en em gave gantan evel gant ar re all.

Zevel a reaz en e zav, trubuillet oll

— Sado biskoaz, emezan, red e ve mont da lavaret d’an Aotrou Kure dond da velet.

D’ar mare-ze, edo Pierrik o tond en ti.

— Oh, a lavaraz ne dalo ket ar boan, Aotrou persoun, kerc’het ar c’hure. Me zo goest avoallac’h da c’hueza ’n tan, no deuz ken an daou goz, ama, lavaret d’in em bezo Louizik da bried, me c’huezo an tan d’ezo.

— Eo, eo, eme an tad hag ar vamm, eo zur. Louizik a vo roet da bried neuz forz da biou nemet e c’huezo an tan en hon oaled.

— Mad, gortozit eme Bierik.

Hag hen tenna kuit ar blouzen ed-du ha c’hueza eun tan deuz ar re gaera.

An Aotrou Persoun a gemeraz dustu an embannou. Pierik a gountaz d’ezan histor ar blouzen ed-du hag a oa, abaoue pell, etre Louizik hag hen.

D’ar zul varlec’h, an Aotrou persoun a reaz he zermoun var an dimeziou, hag a lavaraz oa foll d’an tadou ha d’ar mammou, var digarez kaout arc’hant chom heb rei ho bugale d’ar re a garient, rak evit dimezi, emezan :

Gwelloc’h karantez leiz an dorn
Eget arc’hant leiz ar forn,
An arc’hant a vez fuillet
Ar garantez ne vez ket.

Doph an ti-all.


————