Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —
Ar Relijion arc’hant
————
Mathilin a zo boutaouer. Bemdeiz, koulz lavaret, a neuz e govadik. Hag en hostaliriou, dre ma za, e sko var ar person hag ar Relijion. « Relijion arc’hant, a lavar, heb arc’hant n’euz netra da ober gant ar veleien. »
Eun devez, tommet mad da veg e fri, a lavaraz kement-se d’an Aotrou Person e-unan.
— Relijion arc’hant ! Oh ! an dra-ze zo da welet avad, eme an Ao.