Pajenn:Jezegou - Ar baleer-bro hag ar roc'h. Ar Vro, 1906.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —


Ar Baleer-bro hag ar Roc’h


————


Eun den a oa o vale bro. Eun devez, en eur dremen dre eun hent don, ec’h erruaz gant eur roc’h dizac’het deuz ar menez. Ar roc’h a stanke an hent. Ne c’helle ket mont ebiou d’ezhi, nag a glei nag a ziou.

Hag hen oc’h esa ruill ar roc’h kuit. En em skuiza a reaz kalz, mez poan gollet.

Tristidigez a zavaz neuze en e galon. « Oh ! paour, emezan, petra ’rin me pa zeui an noz ? Tam da zibri, netra d’am goudori, netra d’am difenn d’ar mare ma zeui al loened gouez da glask preiz. »

E-pad ma troe ha ma tizroe ar sonjou-ze en e spered, et tigouezaz eun den-all. Klask a reaz ive horta ar roc’h hag e c’has kuit. Mez e c’halloud a oa re vihan, hag e c’hazezaz en eur blega e benn.

Ha goude e tigouezas meur a hini c’hoaz. Den na c’hellaz loc’h ar mean braz, hag holl, an eil goude egile, e c’hazezent, an dristidigez war o zal.

A-benn eur pennad koulskoude, unan a lavaraz d’ar re-all : « Breudeur, red eo d’eomp pedi Doue, marteze en dezo truez ouzomp. » Hag holl, war o daoulin, e pedjont Hon Tad hag a zo en Nenv.

Ha pa doa pedet, an hini en doa lavaret pedi, a lavaraz c’hoaz : « Unan a zo bet dinerz : mez var bouez en em zikour, marteze e teufomp a-benn da gas ar roc’h divar an hent. »

Sevel a rechont. An eil var sikour egile, e stagont d’ar roc’h. En dro-man, e oa dibradet, an hent a oa distanket. Hag holl e kerzjont laouen, goudeze, pephini en e du.

—o—

Ar baleer eo an den : an hent eo ar vuez : ar roc’h eo ar boan a gaver bep kammed er bed-ma. Unan e-hunan a zo dinerz da enebi euz ar boan-ze. Mez Doue en deuz pouezet d’eomp hon beac’h evit ma c’helfomp kerzet atao pa roio an eil dorn d’egile.

En em harpit noz deiz an eil oc’h egile,
Ha ne skuizfet en hent kaër ho pezo bale.

Doph an ti-all.