— ’Te ive, eme Berig. Allô ! Gwell-a-ze !
Hag ez ajont adarre, en hent, e varc’h hag
hén.
Diouz a noz, en devez-se, e tigoueschont e palez ar Roue.
Perig oa eun den deus ar re goanta, hon eus lavaret dija. Eun tourked bleo melen oa rodellet en dro d’e dal. E zremm oa flour ha livet brao ; e zaoulagad glas ha leun a zousder.
Ar Roue a reas d’ezan eun digemer deus ar gwella. Laouen bras oa ouz e welet. Ha kement e plije d’ezan ma na helle tenna e zaoulagad diwarnan.
— Deus ’ta en ti, a lavaras, deus tre ’ta.
— O ! nan, paeron, eme Berig, ne din en ho ti, ken n’ ho pezo diskouezet d’in e peleac’h vo lakeat va marc’h.
Ar marc’h ’voe kaset da eur marchosi hag
a oa frank ha ledan evel eun ti.
A Roue en doa eur verc’h er memes oajou da Berig, Kerkent ha ma welas an den yaouank ne voe mui mestrez d’he c’halon. Hag