Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PERIK FILHOR AR ROUE


abarz pell, he daoulagad, he c’homzou, he oberou a lavaras d’ar paot yaouank pegement e karie anezan : « — Goulen ac’hanon da bried, a lavaras d’ezan, eun devez : ni vefe eürus kevret. »

Komzou ar plac’h yaouank e leac’h ober plijadur da Berig a lakeas anezan da veza doaniet. — « Ia, zur, a zonje, ni ’ve eürus kevret. Met ar Roue ne rofe morse e verc’h d’in me da bried. »

Mont a reas da gounta e abaden d’e varc’h.

— Eo, eme ar marc’h, goulen merc’h ar Roue da bried.



Edont, eun devez, ar Roue hag hen, oc’h ober eur bourmenaden er c’hoad e kichen ar palez.

— Paeroun, eme Berig, ho merc’h eo ar gaera eus merc’hed ar vro. Ema ugent vloa. Bremaik eo deuet ar mare d’ezi da zimezi.

— Petra ’ra an dra-ze d’it ? eme ar Roue.

Perig a deuas da veza ruz evel eur gerezen da vezeven.

— Eo, emezan, kement-se ’ra d’in eun dra bennak. Me ve laouen o kaout ho merc’h da bried.

— 101 —