Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— N’eo ket gwir !

— Eo. Seac’h eo. Iit da velet.

— Sada biskoaz. M’ eus douet e ranki beza mab-kaer d’in !

Met eun dra, evelkent, a jom ganez da ober. War douribel uhel ar maner ez eus eur c’hilhog aour. Araok beza pried d’am merc’h, e rankez, hep skeul ebet, kerc’hat ar c’hilhog-ze d’in.



O klevet kement-se, Perig a deuas da veza ankeniet evel na oa bet morse. Diesoc’h-diesa oa al labourou a roe d’ezan ar Roue.

Mont a reas da zellet ouz an douribel. Gwelet en doa anezi meur a wech, dija. Met n’en doa ket taolet spled da welet pegen uhel oa.

Mantret e chomas. An douribel a guze, evel pa lavarfen he fenn er c’houmoul. Beza he doa da vihana daou c’hant troatad huelder.

Evelkent, ne golle ket esperans. Kenta ’reas voe mond da gaout e varc’h evit goulen penaos en em gemer.

— Ac’hanta ? eme ar marc’h, penaos eo tremenet an traou evit al lenn ?

— O ! mat tre, eme Berig. Met eul labour all ’zo roet d’in hag a vo diesoc’h da ober.

— 106 —