a arzou, gant al leren, hag ez i, da unan,
beteg ar c’hilhog.
En eur zelaou, Perig a lênve. Met e dad-koz
ne ehane da lavaret d’ezan : « Laz ar
marc’h ! Laz ar marc’h ! » ma tennas, pelloc’h,
e gontell. Hag en eur grena e fourras
anezi e kalon al loan paour. Ober a reas, goudeze,
ar pez oa lavaret, hag a-benn an noz,
oa eat da gas ar c’hilhog aour d’ar Roue.
Ar Roue ’jomas alvanet. — Penaos ’ta, lavaras, ez peus gellet kaout anezan ? N’eus skeul ebet war dro ar maner. Penaos ez peus gellet sevel beteg an douribel ?
— Dre guzul vat ha dre izign.
— Mad, filhor, va merc’h a vo d’it. Great ez peus labourou ha den em rouantelez, sur awalc’h, na helfe ober. Den muioc’h galloudus evidout da c’houarn ar vro war ma lerc’h !
Hag an eured a voe great.
Hag eur friko eus ar re gaera oa bet roet d’ar re oa pedet. Beza oa da breja :