enebour touet ar C’hallaoued, — hag evit gounit ar milluriou a ve roet d’ezan bep bloaz, — a ve koulz lavaret, bemdez, war o zro. Zoken, gant Bro-Saos, zo savet d’ezan, eun iliz, du-ze.
Tud Leskonil, avad, a zo re fur evit mont
d’an iliz protestant. Hag ar pastor a ya da
brezek d’ezo e korn ar ruiou, e pleg an hentchou,
war bord ar mor, e pep leac’h. Ne jach
ket muioc’h a dud da vont war e dro. Mez
ober a ra eun drouk spountus abalamour ma
laz ar feiz kristen er c’halonou.
Eun iliz katolik a zo, ive, e Leskonil. Ne vank mui nemet an ti da loja ar belek.
Mennout a ra d’in e zevel. Mez n’em eus ket arc’hant ha rusia ’rafen o vont da gestal. Great am eus al leor-ma. Ma za mat an traou e tigaso d’in lod eus an arc’hant am eus ezom.
Eun tammik e vo kavet ker, marteze. Mez arabat d’ar prener kaout keuz d’e wenneien. E brena ’vo rei aluzen evit kas eur beleg da Leskonil.