Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/117

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


koude, oan deuet a-benn. Hag en eur vont dre an hent e lavaren : « Oh ! ar giez villiget emaor o vont da veuzi ! »



N’oa ket pell e welis o tont dirazon eur bern tud yaouank. Goloet oant a rubanou, goazet ha merc’hed. Ar plac’het yaouank a zouge, ouspen, war o dilhad, dantelez ken flour ha gwiad kinid. En o zouez oa unan, evelkent, gwisket kaeroc’h eged ar re all. He daoulagad a lintre gant ar joa. Hag he diou jod oa ruz evel diou gerezen. En-dro d’he gouzoug oa [eur] gravaten seiz hag a goueze beteg an douar. He zavancher oa griet, penn-da-benn, gant neud aour ha neud arc’hant.

Ha me ’zelle. Me ’zigore va lukarniou. Rak n’em oa gwelet, morse, kaeroc’h traou. Hag en eur zellet me lavare : « Oh ! ar giez villiget emaor o vont da veuzi ! »

— Divergount bihan ! Loan vil ! eme eur paotr yaouank. E peleac’h out-te bet savet ma teuez evel-se, da lavaret droug eus eur plac’h yaouank ken blin ha ker koant ?

Hag e tilamme a benn-hêr warnon. Terri ’reas war va c’hein eur vaz kelen oa gantan. « An dra-ze ’zesko d’it, a lavare, da ober

— 116 —