Dallet neat oan. Mil boan ’m oa o tigeri va daoulagad. Met, emon-me [1], petra ’zo ’ta adarre ? Penaos e rankin lavaret neuze, brema ?
— Mastin bihan ! petra da lavaret ? « Doue d’her mougo ! emechans sur. Setu aze ar pez a zo da lavaret.
Hag en eur vont gant ma hent, e kleven,
c’hoaz, tonerdeal war ma lerc’h. Setu ama
avad, kudennou, a zonjen. Eürusamant ema
echu va beach. Bremaik emaoun er vilin.
Hag en eur vont e lavaren sederroc’h : Doue
d’her mougo !
Oan digouezet dirag eun ti govel. Ar marichal oa oc’h esa c’houeza ’n tan war houarn diou rod kar. Bernia ’rea rubanou a zindan ha war ar mouded. Met an tan oa dies da enaoui. Hag e c’houeze en eun tu hag e c’houeze en eun tu all. Met an tân ne groge ket. Hag e pec’he. Ken drol e kaven anezan ma ne oan ket evit miret da c’hoarzin. Ha dre va c’hoarz e lavaren ar geriou am oa desket
da ziweza : « Doue ra her mougo ! »
- ↑ E Treger e vez lavaret — emon-me — evit eme-ve.