Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HLAPEZ
⁂
Ar marichal a glevas. — « Dal, pez divalo emezan, moug hennez, ive ! » Hag e taolas ouzin, eun tam glaou ruz-tan. Ne stokas ket ouz va fenn, dre chans. Mez koueza ’reas war dailher Margot. Ha va c’hazeg paour d’an drot. N’he oa ket trotet pell a oa. Met, emechans, e sonje oa gwelloc’h trotal evit miret na gouesfe mui tan warni.
En eur zigouezout er gear, d’ar pardaez, e kountis va flaneden d’am mam-goz.
— Klapez keaz, a lavaras d’in, te ’vo sot atao. Dalc’h sonj, da vihana, mar gellez, eus al lavar koz-ma :
Dre re gôzeal |
————
— 119 —