Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


kôzeal nemed evit respount d’ar goulennou a rin ouzit. Ped eur eo ?

— Nav eur.

— Mad ! ro d’in va zouben.

Monaig en em hastas da zenti.



An Tanguy ’jomas en e wele. Edo o sonjal ober korf e wreg d’e zoare. Mes nec’het oa. Ne ouie ket penaos en em gemer evit lakaat anezi da veza eur vaouez vrao. Ha koulskoude, en doa mall da ober eun dra bennak evit gwelet ha kaout a helje kement a c’halloud war he c’horf evel war he spered. Goude beza sonjet awalc’h, e lakeas en e benn ober deus Monaig eur vaouez vras, galloudus ha great mat.

E gwirionez, Monaig oa bihan ha mistr. Ne dape ket, zoken, d’an Tanguy, beteg e ziskoaz. Hag ar c’hemener en doa mez ganti, kouls lavaret.

Sevel a reas, gwiska e zilhad buhana ma c’helle ha mont da jacha war izili Monaig evit hirraat anezo. Hag, e berr-amzer, [e] wreg a deuas da veza eur mell maouez marz he gwelet.

— 130 —