Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/136

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
NIZ SANT PER



Ar c’hemvers a yea en dro, ma ’z oa eun dudi. An dud a veze servichet buan, hag atao, eus ar gwella. Ne ehanent da rei meuleudi d’ar vestrez. Abarz pell, ar gemenerien all n’o devoe mui netra da ober. An holl a deue da di Monaig.

Dond a rajond da veza pinvidik.

Brud vad maouez an Tanguy a deue da veza ker bras ma tirede an holl da c’houlen kuzul diganti. Unan a vije kam e vioc’h : dond a rea da gaout Monaig. Eun all a vije klanv e vugel, Monaig a ranke mond da welet ar c’hlanvour. Hen-ma ’vije ’vont da gaout prosez ? Araok prosezi e c’houlenne ali Monaig… En eur ger, n’oa ken hano nemet diwar-benn Monaig : Monaig en tu-ma, Monaig en tu-ze ; Monaig, atao !

Met an Tanguy, avat, oa dilezet, ankounac’heat gant an holl. Koll a reas, zoken, e hano. Ne reat mui anezan nemet gwaz Monaig.

Awechou e tigoueze d’ezan kaout c’hoant da lakaat e fri en traou a veze roet da ziluia d’e wreg. Met kaset e veze da bourmen, na veze ket pell : « Ser da veg, diot ma ’z out, a lavare an dud d’ezan. Lez da vaouez da gôzeal. »

— 135 —