Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/139

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Ah ! goustadik, avad, eme sant Per. Te garfe, brema, lakaat war va c’hein ar boan az peus. Ma vijes bet fur ez poa goulennet lakaat ac’hanout da-unan da veza gwelloc’h. Ezom az poa, muioc’h eget Monaig, da wellaat.

Met, brema, eo re ziwezat. Ne hellez mui, zoken, ober chenchamant ebet en da vaouez. En em c’hra ganti mar fell d’it beza eurus.

Ha, sant Per, droug ennan eun tammig, a roas d’ezan eun taol troad evid e gas diwar dreujou ar baradoz.



Biskoaz er bed ’ez eus bet gwelet
Na groeg na loan hep si ebet.
A ze gwaz ne dle ket fougeal,
Rak si en deus kouls hag eun all.

— 138 —