Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
NONNA GOS
HA SANT ALAR
I
Eur wech oa, — pell, avad, ’zo abaoue, — hag e oa e Sant Alar, e Kerne, eur vaouez koz hanvet Nonna.
Nonna n’he doa netra war e hano nemed eun toullig ti, eur yar hag eur prad. Ha c’hoaz he zi oa ker fall ma rea glao ennan evel er meaz. E yar, evelkent, a roe d’ezi eur vi bemdez. Ha bep bloaz e verze foen he frad ha gant ar pris e prene he bara pemdeziek.
Er giz-se e veve braoik awalc’h. Bara ha viou a vije atao. N’oa ket drus. Mez Nonna
— 13 —