Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BIGOUDEN HAG AN DIAOUL



— C’hoant az peus da gaout arc’hant ? Ma kerez me roi arc’hant d’it.

— Te rofe d’in arc’hant ?

— Ia, kement ha ma kiri. Met ne vo ket evit netra. Evid an arc’hant a roin d’it, te roio d’in da ene a-benn bloaz hag eun devez ama.

— Bastagn ! Va ene ! Mes piou out te ? Te eo en diaoul, neuze ?

— Ia, me eo. Me oar e peleac’h ’zeus berniou arc’hant. Me zigaso arc’hant d’it, kement ha ma ez pezo c’hoant.

Ar Bigouden a jomas eur pennad da zonjal. Bloaz hag eun devez !… N’eo ket pell, pell… Mez ac’halen da vloas em bezo amzer da welet ha da en em gemer…

Pelloc’h e lavaras d’an diaoul : « Mat, ia : a-benn bloaz hag eun devez. »

Neuze, an diaoul a ginnigas d’ezan sina gant e wad eur paper da ziskouez oa great ar werz : e roe [e] ene evid arc’hant.

Hag e sinas gant e wad.



Diwar ar mare-ze, hor Bigouden a deuas, adarre, da veza pinvidik. Bep noz, araok mont da gousket, e lakea e yalc’h war mantel ar siminal, ha bep mintin pa gemere

— 143 —