Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BIGOUDEN HAG AN DIAOUL


hent an ifern beza, en eun tu bennak, war dro an toull ma chom ebarz.



Ar Bigouden koz a yeas dre ar gwenojennou a gase en tu all d’ar c’hoad.

E-doug eun eur en doa dija baleet, pa glevas, adrénv eur voden gelvez, daou laer o krial outan : — « Ar yalc’h pe ar vuhez ! »

— Va yalc’h n’ho pezo ket, eme ar paotr koz. Lezet em eus anezi er gear er mintin-ma. N’e meus ket ezom anezi, kerkouls, evit digouezout el leac’h em eus da vont. Va buhez a gavan re c’houek evit hen rei d’eoc’h. Seit : « Setu ama ar pez a hellan evidoc’h. »

Hag en eur lavaret kement-se, e skoas warno gant e vaz.

Kerkent an daou laer a lammas an eil war egile : ha taoliou dorn ha taoliou treid, ha taoliou dant ha taoliou penn.

Ar Bigouden a azezas war eun tamm piltos oa eno. Lakaat a reas eur c’horniad. Pelloc’h, pa velas oa leun-wad al laeron, e lavaras d’ezo : « Awalc’h brema. Kasit ac’hanon da gaout ho kabiten. »

— 147 —