An diaoul a zirollas da c’houarzin, adarre, hag a reas sin da eur bern diaoulou bihan da vont da gregi er Bigouden.
Met, dija, ar vaz a skoe warno, araog ma oant deuet re dost. Hag an diaoulou, en arraj, da lammat an eil war egile. Blejal a reant evel saout penfollet. Gwintal a reant lemmen, beteg an nein hag o bleo a jome stag ouz ar vaout. Ar ferier houarn a c’hoarie : an eil a doulgove egile.
Pelloc’h e c’houlennont truez.
— Truez ebet, eme ar paotr koz, ma n’am eus ket va faper.
Hag e skoe warno, atao.
— Dal da baper, eme Paol Gorniok, en eur strinka anezan d’ezan en e zaoulagad, dal da baper ha na laka mui da dreid ama.
— Evel-se bezet great, eme ar Bigouden. Hag e teuas er meaz.
Kerkent an nor a zerras gant eur gwigour
hag eun trouz spountus.
— Ac’hanta ! Tad, a lavaras d’ezan e vab pa voe deuet en dro da gao al laeroun, ac’hanta, hag ar paper ? Bet ho peus anezan ?
— Ia.
— Petra ho peus gwelet du-ze ?