Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
EUR C’HASTELLINAD O KAS AN AMZER EN DRO



Krapig, emechans, ne wele, d’an deiziou-ze, nemed e irvin hag e gaol bihan, ha ne zonjas tam e pardoun e barrez.



Evit troc’ha berroc’h, an daou a oa araok e penn an amzer a gemeras, a nevez, o c’harg. Krapig n’en em glemmas mui deus ar glao na deus an amzer vrao. Labourat a reas gwella ma c’helle e zouarou e traon Menez-Kelc’h.



Kalon an den a zo c’hoantus :
Pa en deus gwenn e c’houlen ruz,
Pa ve sec’hor e c’houlen glao,
Eun dra bennak a vank atao.
Koulskoude :
Daou dra ’vo red, atao, da ober
Gouzanv ar merc’hed hag an amzer.


————
— 161 —

11