Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
SANT ALAR HA NONNA GOZ


taole d’ezo gwiniz du. Hag e savent o lostou en ear, en eur bikat an douar d’o dastum.

— O braoa klodad ! a lavare Nonna.

Hag ar yar a zelle outi, evel pa vije bet o c’hedal eur chalantis benag. Ha Nonna ’ yeas war he c’hrabanou da floura he fluen d’ar yar. Rak karet a ra he yarig hag he yarig, ive, ’gar anezi. Araok kaout yer bihan ne dea morse er meaz deus an ti. Pignat a rea war an daol. Hag epad ma rea Nonna stam pe dantelez, e troe warzu enni, ec’h astenne he gouzoug beteg ma kemere he mestrez anezi, ma he lakea war he barlen ha ma komze dous ha brao outi. Ha netra kaeroc’h eged an diou geazez-se oc’h en em garet an eil heben.

— O na brao klodad ! a lavare, c’hoaz, Nonna.



D’ar mare-ze, ar Riwig oa oc’h ober an dro d’ar prad. Ar yeot ennan oa druz ha tener. Tam brouan e nep leac’h, na petra ’ta.

— Gwella prad ’zo er vro, a lavare ar Riwig en eur frota e zaouarn, Nonna ne oar ket petra dalv prajou !

Hag e c’hoarze.

En dro d’ezo, pep tra ive oa laouen. Ar pintig a gane :

— 12 —

2