Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/183

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


yea hag a deue eus eur c’hostez d’egile. Eur paotr yaouank oa eus ar muia fetis, soun ha drant war e ellou.

Fantik her gwelas dioc’h-tu. Mez ne jomas ket da zellet outan. Ha hi, ive, da vont ha da zont dirag he zoudarded evit lakaat urz vad en o zouez.

Mez ar roue yaouank, diouz e gostez, en deus, ive, gwelet anezi. Chom a ra a bân da zellet ; n’eo ket evit miret ouz e lagad da bara warni. Ne zonj mui eo deuet d’ober brezel.

Ha pelloc’h e teu d’he c’haout. Pedi ’ra anezi da vont gantan d’e balez. — « Sot eo, a lavare, ober brezel an eil d’egile, pa c’heller en em glevet. Sur, ni ’en em glevo ha ne vo ket a vrezel. »

Fantik a yeas d’e heul.

Ar Roue ’gasas anezi d’ar gambr kaera eus e balez. Ne ehane da zellet outi, sellet a rea ouz he dremm, ouz he bleo, ouz he daouarn. Ha seul-vui e selle, seul-vui e sonje : « Hen-ma, ar c’habiten-ma, ’zo eur plac’h yaouank. »

Hag hen ha mond da gaout e vamm, da gounta ar pez en doa great. Mamm, emezan,

— 182 —