A roue zistroas da gounta d’e vamm ar pez oa digouezet. Mez, en despet da ze, ne ehane da lavaret :
Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez ’zo gwerc’h,
Hennez, sur, ’rank beza eur verc’h.
— Mad, eme ar vamm, gra c’hoaz eun esa all. Lavar d’ezan mond d’en em walc’hi ganez kevret d’ar poull-bras. Ma nac’h mond e kredfen awalc’h e ve eur verc’h.
A roue a ya d’ar c’haloup da gaout ar c’habiten hag a lavar d’ezan : « An amzer ’zo tom ; dond a rez da neûn, d’ar poull-bras ? »
— Warc’hoaz, eme Fantik, nan hirio : n’em eus ket amzer.
Met, kerkent, e karg eur zoudard da gas
d’he zad eul lizer hag a lavar d’ezan : « Va
zad ker, skrivit, dioc’h-tu, d’in, da lavaret
oc’h klanv da vervel hag e rankan mont d’ar
gear. »
D’an deiz warlerc’h, e mare ar c’hreiz-deiz, ar roue a c’hede Fantik war bord ar poull.