Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/193

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Charlankik a yoa mevel e bro Pont ’n Abat. Hag er vro-ze, pa deu gouel Santez-Katel,

Ez a ar mestr da vevel :

Da lavaret eo, ar mitizien a ya da di o zud, echu o bloaz ganto. Mez eun nebeud goude, ez eont da foar ar mitizien da glask fret adarre.

Charlankik a reas evel ar re all. Mont a reas ive d’ar foar, da werza c’hoaz, evit bloaz, poan e ziouvreac’h hag e labour.

Edo, o vond, e unan penn, war an hent pa welas eun den bras ha galloudus o tond warzu ennan.

Ne dalv ket ar boan d’it mont pelloc’h, Charlankik, a lavaras an den-ze d’ezan. Me ’me eus izom eur mevel. Te a zo diouz va doare.

— O fei ! aotrou n’eus forz e peleac’h servicha. Me yelo, awalc’h, da ’vidoc’h. Mez pegement a raoc’h d’in ?

— Kant skoet da vloaz, diou roched kanab, eur re voutou prenn hag eun tok voulous.

— Mad ar memez tra. Mad eo. Me yelo du-ze. C’houi pe eun all, an dra-ze ne ra netra d’in-me.

— 192 —