Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
SANT ALAR HA NONNA GOZ



— Ya, da, emezi.

— Mad : me ’yelo da falc’hat d’eoc’h. Mez kaout a rankin, avad, ugent real ha va boued.

— Ya, ya, eme Nonna. Hag ho pezo. Mez falc’hit tiz. Hag e kountas d’ezan an emgleo great gant ar Riwig pa en doa prenet he frad.



En deiz warlerc’h eun heol a zavas deus ar re gaera. Falc’her Nonna ’yeas warzu ar prad. Sellet a ra ouz ar yeot pleget o fennou hag o komans gwenna dija. Hep diskwez tam mall e troadas e falc’h, e stagas deuz banden e vragou korn e vean-higolen. Neuze ec’h en em lakeas da lemma. Hag ar falc’h da gana e zon, evel ma ra, atao, d’ar mareou-ze :

« Krampoez lardet !
Krampoez lardet ! »

Hag an hekleo a respounte :

« Krampoez lardet !
Krampoez lardet ! » [1]

  1. E bro Leon edo ar c’hiz, gwechall, da rei krampoez lardet ha leaz dous d’ar falc’herien d’o aslein.
— 19 —