Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/201

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— A zo mad, aotrou. Mez ma kredfen, me c’houlenfe diganeoc’h eun dra hag a ve eas da rei d’in.

— Peseurt ’ta ?

— Aze ho peus teir merc’h, koantik evel elez ar baradoz. Roït unan anezo d’in da bried.

— O ! ia, sur a galon vad.



An teir merc’h oa o selaou.

Pa glevjont, an diou gosa a zavas o mourrou hag a droas o c’hein en eur lavaret :

— « Minerges ! beza maouez da eur c’hoz morian hag a zo flear ar bouc’h ouz e heul. O ! biken, avad ! »

Ar yaouanka ne lavaras ger. Mez plega ’reas he fenn en eur zerri he daoulagad. Ne gave ket kenneubeut brao an den, mez he c’halon oa anaoudek evitan abalamour d’ar pez en doa great evit he zad.

— Ha c’houi lavaras Charlankik d’ezi ?

— O ! me vo ho pried mar ho peus c’hoant.



An eured voe great eun deiziou bennak goude.

— 200 —