Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED
deuz pep seurt. Mez arabat lounka re vuhan. Entent a rez ?
— Mez ma ’meuz naon, penaos, dibri nebeut.
— Peoc’h, mar plij, pe me ribinso.
⁂
Oc’h an daol Yeunik a reas e giz m’oa lavaret d’ezan gant e gazez. Mez easoc’h e kave dibri en e vengleuz. Ha goustadik e c’hrosmole : o va zruilhou ! O va mengleuz ! e peleac’h emaint ? »
— Ro peoc’h pe me’ ribinso.
— Petra lavar da vestr ? eme ar roue.
— Lavaret a ra : « O ar boued mad ha
c’houek ! » En e vro n’eo ket ar boued evel
ama.
⁂
P’oa savet diouz an daol ar roue a bedas anezo da jom da gousket. Plijadur a rafec’h d’in, emezan, o tremen, ama, diou pe deir nozvez. Yeunik a zellas ouz e gazez. Houn-ma, ’respountas : « Eo, Aotrou Roue, chom a reio, pa ra kement-se plijadur deoc’h. »
— 210 —