— Petra ’zo ’ta, kazez vihan ?
— C’houi peus kemeret va mestr evit eul louidik, eun den ha n’en deus netra. En e wele ho peuz lakeat d’ezan dilhad groz hag en deus ranket tremen an noz war eur gador.
A mitizien a yeaz da gounta d’ar Roue.
— Foutre ! eme ar roue, hen-nez a zo eun
Aotrou bras ha pinvidik. Me roio va merc’h
d’ezan da bried.
Evelkent, pa deuas an noz e lavaras, c’hoas, d’e zervicherien : « Lakit, en noz-ma, war ar gwele, al linseliou fina euz ar palez, al linseliou a ve gallet da zastum en eun dornad. Mez, avad, taolit evez mad, warc’hoaz vintin. Mar d’eo eun Aotrou bras, an dilhad a vo, pa deui an deiz flour ha diroufen evel ma na vije ket bet den en o zouez.
Diouz an noz ar gazez a zellas, adarre. Gwelet a ra an dilhad moan ha fin,
— Kea d’az kwele en noz-ma, ’lavaras da Yeunik. Mez diwall petra rafez. Mar dez da loc’h, keit ha ma vezi ebarz, me ’ribinso ken a gavo d’it mervel.
An paotr a yeaz d’e wele. Ar gazez a jomas e kichen hag, e gwirionez, pa en em loc’he