Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/222

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HERNIEL


XVI


Eur wech ’oa eun den hag en em gave dilabour. Laouik a read anezan. N’oa ket pinvidik : pell diouz eno zoken.

Evit tremen e amzer hag en em dizinoui, hag hen ha mont da glask neiziou.

Ne voe ket pell e kavas unan, ar barez varnan.

War bouez mont, goustadik hag heb ober trouz, e pakas anezi. He digas a reas d’ar gear gand an daou vi a gavas dindani.

Hogen, var ar viou oa skrivet ar geriou-ma : « An hini a zebro kalon al lapous en deuz dofet ar re-ma, ’vezo pab, hag an hini a zebro

— 221 —