Pemzek vloaz o doa. D’an oad-se, e kousker mad atao, n’eus forz e peleac’h. Uhel ’oa an heol dija pa voent divorfilet. Hag int-hi diskenn d’an douar.
Ha setu, dre ma teuont a vrank da vrank,
eur yalc’h o koueza. Henvel-poch e oa euz
an hini o doa gwelet o koueza eus o gwele, en
deiz araok. Mil lur ’oa ebarz. Chom a reont
sabatuet. Sellet a reont an eil ouz egile.
« Koulz lavaret sur, emezo, ni ’rank kaout
ar vertuz da gaout ar mil lur-ze bep mintin.
Abalamour da-ze n’oa ket c’hoant d’hor gwelet
o vont kwit deac’h da noz. Ne oa ket
souez ! »
Mont a reont adarre kevret. Hag e kerzent beteg eur c’hroaz-hent.
— Eno, unan anezo en don bet izomm da
vont en eur park. Egile a yeas atao. Hag an
daou vreur en em gollas. . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Goulskoude Nennik, an hini anezo en doa debret kalon al lapous, a zigouezas en eur gear vras. N’en doa gwennek ebet en e c’hodell.