Ar yar holl a ya en e gorf, penn ha lost. Eva reas ive. Ha goude m’oa fin d’e bred e lavaras : « Allo ! deomp d’al labour, brema. »
Nonna ne gouie petra da zonjal. Marteze,
he doa gwelet fall. Ar falc’her en doa ear eun
den mat. Mez an diaoul, emechans, a vire
outi da welet mat e labour ! Mond a reas a
nevez d’he frad. N’eus ket troc’het eur yeoten.
Hag ec’h en em erbed ouz he zant muia
karet.
Ar Riwig a zo, atao en e brenest. C’hoarzin a ra leiz e gornailhen. An noz a dosta hag ar falc’her a ra, atao, ar memes sôn :
« Krampoez lardet ! Krampoez lardet ! » Ar mean ’ve gantan, bepred, war e falc’h. Pelloc’h an heol ’zo ’vond da guzat.
Ar falc’her ne zôn mui. Ar Riwig a zell c’hoaz war e brad hag a jom sabatuet. Sevel a ra evit gwelet gwelloc’h. E zremm a jench liou. Ar foen oa astennet war al letounen a renkennajou, evel an ed er parkeier pa vezont medet.
Nonna, ive, a jom sebezet. Gwelet a ra ar prad touzet. Hag ar pez ’zo kaeroc’h, gwelet a ra e yar o klask boued d’he lapoused bihan