Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/230

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HERNIEL





Diouz ar mintin, goude-ze, e kave ar yalc’had aour ne he gwele.

Mez ar paour keaz Saik a deuas da veza paouroc’h eget n’oa bet morse.

— Ah ! bah ! a lavare, ne dalv ket d’in en em c’hlac’hari. Emechans, gant labourat me a c’hello beva.

Klask a reas labour. Mez, siouas ! ne gavas tamm.

Ha kentoc’h eget kreuvi gand an naon, ez eas da eur choad, ’oa e-kichen kear, da glask lus pe eun dra bennak all da zibri.

Kaout a reas eur wezenn goloet a fiez.

Hag hen dibri eur fiezenn.

Kerkent, setu eus foultrenn korn o sevel war e benn.

Sell ! emezan, en eur lakeat e zorn varnan, setu ama eur c’hoari avad ! Debromp unan c’hoaz da welet. Hag eur c’horn o poulza d’ezan.

Neuze e troas da zont kuit. Mez e gerniel a luie er brankou gwez.

— Oh ! satordallik ! a lavaras. Brema oun lakeat brao ganti, avad. Petra ’rin-me, hiviziken ?

— 229 —