— Tanveit anezo, itroun, eme Saïk. Mad int. C’houi ’welo peger mad.
An itroun ne jomas ket da varc’hata.
Lakaat a reas eun tamm en he ginou. Ha
kerkent e teuas da veza eun azenez.
D’ar mare-ze, e-kichen kear, edod o sevel eun ilis, war eur menez uhel. An dud, o doa stargnet azened evit dougen mein d’ar vansounerien. Mez aon ’oa da skuiza al loened paour, hag abalamour da ze ne reant nemet eun dro diouz ar mintin hag eun all diouz an noz.
Saïk ’en em lakeas, ive, da gas mein. Mez n’en doa ket aon da skuiza e azenez. Ober a rea nao, dek tro, bemdez.
E gamaraded o doa truez ouz e loen kez.
Mes pelloc’h, emechans, o doa klevet eun
dra bennak. Hag int-i mont war-eün da lavaret
d’ar pab.
Ar Pab a c’halvas Saïk da vont d’e gaout :
— Perak, emezan e wall-gasez da aneval ?
— Evit gounit muioc’h a arc’hant.
— Nan : n’eo ket gwir. Perak e lavarez gaou ?