Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/241

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Mez, pa glevas petra oa digouezet, maouez ar pesketour a gemeras dipit hag a yeaz et kounnar. Kaout a ranke ar pesk a gaozee.

En deiz war-lerc’h, ar pesketour ’oa red d’ezan mont c’hoaz da besketa.

Tapout a reas adarre ar pesk burzudus. Mez truez a gemeras outan a-nevez. Hag, evit eur wech all, e lezas anezan da vont kuit.

Ar wreg en taol-ma, pa glevas, a yeas evel er meaz anezi he unan. Ne roas peoc’h ebet ken n’oa eat he gwaz da besketa a-nevez.

Evel en troiou all e pakas ar pesk a gaozee hag er wech-ma, ’tigasas anezan d’ar gear.

Taolet e voe en eur bailhad dour. Ha dirazan ar wreg a gounte d’he gwas ar pez a raje evit boazat.

Ar pesk a zavas, neuze, e benn, war bordou ar bailh hag a lavaras : « — Pa rankan mervel e lezoc’h ac’hanon, emechans, da verka va bolontez diveza ? »

— Ia, zur, ’voe lavaret d’ezan.

— Mad. Pa vezin maro ha poaz, c’houi, maouez, ha c’houi hepken, a zebro ar c’hig.

— 240 —