Eürus, eme ar roue, o ya, sur. Hag a
galon vad, e roin d’it va merc’h da bried ma
teuez a benn eus da daol.
An den yaouank a lammas gand e varc’h, er jardin.
Edo merc’h ar roue war he daoulin, strafuilhet-holl, tost da doull ar zarpant. Koantik en em gave en desped d’he spount ha d’he glac’har. Hag an den yaouank, ouz he gwelet, a garas anezi dioc’h-tu.
Horolaj ar palez à zonas ar c’hreisteiz.
An douar en em lakeas da grena. Eun toull
a zigoras. Hag eus an toull-ze a tifouchas
eul loen diwalo. Seiz penn en doa. Digeri a
rea e seiz ginou. E zaoulagad a lugerne. Ha
dre e fronellou, e taole en ear, sutadennou
spourounus. Laouen ’oa, emechans, da welet
er jardin, daou zen hag eur marc’h da zibri.
Mez trumm an den yaouank a boulzas e varc’h war ar zarpant hag a dreuzas anezan gant e c’hoaf. Ar c’hi ive, a zankas e skilfou en e groc’hen. An den yaouank a ziskennas,