Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR ZARPANT MILLIGET


meus lazet ar zarpant : setu ama e bennou am eus distaget ha setu ama, ive, va c’hountell leun-wad. Deuet oun da lavaret d’eoc’h seveni, mar plij, d’ar bromesa ho peus great, meur a wech, da rei ho merc’h da bried d’an hini a lazfe ar zarpant.



Ar roue oa nec’het maro pa welas beg ha tres fall an hini en doa saveteet e verc’h. Keuz en doa d’e bromesa. Koulskoude e lavaras : « Mar deo te ez peuz lazet ar sarpant va merc’h a vezo d’it. »

Ar verc’h a zigouezas d’ar mare-ze.

— Petra lavar hennez, emezi, en eur zellet outhan diwalo ? Hennez ’zo eur gaouiad. N’eo ket hen eo en deus lazet ar zarpant.

— Penaos ? a lavaras an istrogel fall, n’eo ket me eo ? Mez, setu ama ar pennou am eus troc’het gant va c’hountell.

— Hag ar roue, tristik holl hag en eur skoazia e ziskoaz a lavaras c’hoaz : « Mad ! mad ! va merc’h a vo d’it. »

Ar c’helou a voe embannet, dre bevare c’horn ar rouantelez. Ar friko a voe deisiadet a-benn teir zizun.

— 245 —