Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/249

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Sell, eme ar roue, dal m’her gwelas, n’eo ket te ez poa en em ginniget da savetei va merc’h.

— Eo, aotrou roue. Ha mar deo beo c’hoaz ho merc’h, eo abalamour d’in-me.

Beg-lor a oa eno. Dond a reas da veza gwenn evel eun tamm paper. Hag ec’h en em lakeas da grial : « Gaouiad ! Me am eus lazet ar zarpant. Ar pennou am eus digaset d’ar roue evit diskouez an taol-kaer em oa great.

— E peleac’h ema ar pennou ! eme an den yaouank. Digasit anezo ama.

Ar pennou a voe lakeat dirazan.

Hag an den yaouank a lavaras d’ar roue : Gwelit : daoust hag an teodou a zo en o ginou ? »

— N’emaint ket, avad, a lavaras ar roue, goude beza sellet.

— Setu anezo ama, eme an den yaouank.

Hag e kountas petra en doa great.

Beg-lor a yeas neuze e kounnar hag a grie : « N’eo ket, gwir. Hen-nez, aotrou roue, ’zo o liva gevier d’eoc’h. N’eus nemet muzulia. an teodou hag e vo gwelet.

An teodou a voe muzuliet. Ha dres, da bep-hini e voe kavet e leac’h e seiz ginou ar zarpant.

— 248 —