Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/250

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR ZARPANT MILLIGET



Epad an amzer-ze, Beg-lor a glaskas en em zila kuit. Mez kroget e voe ennan hag ar roue e lakeas staga ouz ar groug hep marc’hata.

Merc’h ar roue a zimezas d’an hini oa dleour d’ezan eus he buhez. An eured a voe great, en devez-se, dioc’h-tu. Friko oa bet e giz n’ez eus bet gwelet morse. Hag an holl voe laouen, dreist-holl ar brinsez yaouank hag he zad.



D’an devez goude ’n eured, an den nevez, o tigeri e brenest diouz ar mintin, a welas dirazan eur c’hoad bras.

— Sell a lavaras d’e bried, eur c’hoad e-kichen aze ! Da c’hedal ma vezi savet ha gwisket, me ’zo vond d’ar c’hoad-ze, d’ober eun dro jase.

— O ! nan, va mignoun, eme ar briñsez yaouank. O ! nan ! Ne da ket, en hanv’ Doue ! Kement-hini a ya d’ar c’hoad, aze, a jom ebarz. N’euz eus gwelet hini morse o tont kuit. »

Mez an den yaouank en doa e benn.

Gervel a reas e gi, kemeret eur fusuilh hag en hent.

Lazet en doa dija eur bern anevaled gouez.

— 249 —