Kemeret e voe ive evid e vreur kosa gant an holl, zoken gand ar roue hag e verc’h.
Evel e vreur all, e reas an neuz da veza skuiz-maro. Mont a reas da gousket en e wele e-unan.
Diouz ar mintin e welas, ive, ar c’hoad bras hag e falvezas gantan mont da jaseal. Ar brinsez a lakeas he holl izin evit miret outan d’he c’huitaat. Mez nan : mont a ranke, ha mont a reas. N’oa ket pell en doa paket kalz gedoun ha kounifet.
Ar barr arne spountus a zirollas evel diagent. Edo dirag an toull bras a oa e kreac’hienn ar c’hoad hag ez eas ebarz da glask disglao. Hag, o sellet ouz ar skeudennou a oa eno, ec’h anavezas e vreudeur.
Eur gridien a dremenas dre e gorf, Ah ! a lavaras, digoromp hon daoulagad ! Ama ema al leac’h trubard. »
Ober a reas tân.
Ar vaouezig koz a deuas adarre, en eur darlaskat, da c’houlenn outan tomma.
— Kit da bourmen ! a lavaras d’ezi gant eur vouez dichek. N’e meus izomm ebet ac’hanoc’h.
— Nan ? emezi. Pebeuz kaloun galet ho peus ? Koulskoude, me ’ro fe d’eoc’h peadra da ober eur goan vad. Setu c’hoalen ganen