Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/267

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Eun tammig pelloc’h e oant digouezet war bord eur stêr. An dour ’oa sklear hag a hiboude en eur dremen.

— O ! eme a Blogorn, kement-se a zour war-dro ama. Me’ garfe gouzou ! eus a beleac’h e teu an dour-ze.

— A beleac’h e teu nemet eus an douar. Va Doue, hen-ma ’zo sot, eme Cheun.

— Mad, mad ! eme ar Blogorn, me ’rank gwelet a beleac’h e teu.

Ha setu-hen o vont eteid ar stêr.

Mont a ra pell-pell. Hag e wel an dour o vihanat, ar stêr o tont da veza eur wazig munut-munut.

Pelloc’h ’oa digouezet er penn pella eus ar stêr.

Petra ’gavas, a zonj d’eoc’h ? Netra nemet eur graonenn ! Ia. Klozenn eur graonenn ’oa eno, ha diouti e teue an dour a oa er stêr.

— Aze e oac’h, itroun an eienenn, eme ar Blogorn. N’oc’h ket skuiz hag inouet, en ho korn-tro o rei dour d’ar stêr.

— Oh ! va mab, eme an eienenn, te ’zo digouezet ? Pell ’zo, mil-fell ’zo e c’heden ac’hanout.

— Ia ! gwir ! setu me digouezet.

— 266 —