Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/269

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Mez abalamour ma oa deuet ar roue da veza skuizet dre gement a dud a oa bet o kregi el labouriou-ze, e oa merket war eun paper all, ar c’homzou-ma : « Kement-hini a jomo berr war trouc’ha ar wezenn ha kleuza ar puns a vo krennet e ziouskouarn evit deski d’ezan arabat klask morse ober eul labour ha na helfe dont a benn anezan. »

— Hag en-dro d’an nor ’oa staget gant tachou eun hanter-kant skouarn bennak.

Cheun pa ’n doa lennet, en em daolas da vousc’hoarzin. Sellet a reas ouz e ziouvreac’h teo evel morzed eun den ha varno an nervennou c’houezet a rea evel eur gorden.

Kemeret a reas e vouc’hal. Trei a reas anezi azioc’h e benn, ha flao ; a-dreujou war ar wezenn. Distaga ’reas eur brank. Mez, kerkent, en e leac’h ’oa savet daou vrank all tevoc’h ha hiroc’h eget ar brank en doa diskaret.

Soudarded ar roue, na petra ’ta ? a lammas war an den yaouank hag a droc’has d’ezan e ziouskouarn.

Talfaser ! a lavaras Paol d’e vreur, en eur zellet outan gant truez.

— 268 —