Paol a gemeras ar vouc’hal. Trei a reas goustadik en-dro d’ar wezenn en eur zellet, emechans, e peleac’h skoi. Hag, o welet eur c’hrizien savet eun tammig dreist an douar, e troc’has anezi. Mez sada kerkent diou c’hrizien o sevel ha varno o tiwan bouilhas hag a zavas buan ken uhel hag ar wezenn vras.
— Krogit en den-ze, a lavaras ar roue. Ha p’eo gwir ar pez a zo digouezet gand e ’vreur n’en deus ket diarbennet anezan, troc’hit d’ezan e ziouskouarn a-resed e benn.
Ha kerkent ha ma voe lavaret, kerkent e
voe great.
Ar Blogorn a yeas neuze war-zu ar wezenn.
— Pitiaoul ! eme ar roue. Da beleac’h ez a ar bugel-ze ? Kasit hen-nez da gaout e vamm. Ha ma teu da enebi krennit d’ezan e ziouskouarn hag e fri.
— Salokras ! Aotrou, eme ar Blogorn. Eur roue a dle beza gwirion d’e c’her. An holl, ho peus lavaret a hell esa trouc’ha ar wezenn. Me, daoust d’in da veza bihan, a zo unan eus an holl.