d’it. Deomp d’ezi evelhen : ma rez eun dra bennak ha ne c’halfen ket ober, me ’vo mevel d’it. Mez, en eneb, te ’vo mevel d’in ma ran eun dra bennak ha na c’helli ket ober.
— Mar kerez avat ! Eürus e vefen o kaout da vevel eur sorser eveldout. Da genta, sell, setu ama sailhou. Kea da gerc’had d’in dour da lakaat e pod ar zouben.
Ar Blogorn a zavas e benn da zellet ouz ar zailhou. Diou foultrenn barrikenn hag o doa seiz troatad uhelder ha pemp a ledander.
— Ah ! Ah ! eme ar Rouf en eur c’hoarzin ; nec’het out. Gra ar pez a ran bemdez. Kea da gerc’hat dour gand ar zailhou-ze.
— Ia, ia. Emaoun o vont. Mez n’em eus ezomm ebet eus ar zailhou. Me’ gerc’ho an eienenn hag a daolo anezi ar joudouren. Ouspenn an hanter e vo easoc’h.
— Petra ? Kerc’hat an eienenn ! Nan, nan,
avat. Dija ez peus dismantret va c’hoad. Ne
fell ket d’in e kemerfez va eienenn. Warc’hoaz,
n’em befe ket peadra da drempa va
houed. Gra tân aze ; Me zo ’vont da gerc’hat dour.
A Rouf a daolas er pod eun ejen etre pevar