Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


mare da zond d’ar gear an eujen oa mouzet. Ne felle mui d’ezan bale. Ha Yann foura e benn a zindan e gof ha digas anezan d’e graou war e chouk.

D’an oad a ugent vloas ne gouie mui petra da ober, kement a nerz en doa. Hag hen lakaat en e benn mont da redet ar bed evit klask e bar.

Araog en em lakaat en hent e falvezas gantan kaout eur vaz. Mez bizier koad ? D’ober petra ? Ne badjent ket outan. Ha da gaout eur marichal da lakaat ober eur vaz houarn.

Ar marichal a boagnas, epad eiz devez, da ober eur vaz vrao. Teo oa evel breac’h eun den ha rikamanet oll penn-da-benn. Sur, avad, — a zonje, — Yann a vezo lorc’h ennan gant ar vaz-ma.

Mez pa oa deuet d’he digas d’ezan, Yann a savas e ziouvrec’h evel eun den souezet :

— « O ! marichal, marichal paour ! a lavaras, brao sur eo da vaz ! Mez petra rin-me gant an dra-ze ? Hounnez ar vaz-se ne zere ket ouzin-me. N’eo mat nemet evid eur bugel ! » Hag en eur he c’hemeret e kammas hag e tigammas anezi etre e vizied.

Ar marichal a en em lakeas da ober eun all. Farda ’reas anezi ken teo ha morzed eun

— 28 —